K.O.S.G.
BOD -LOJIÑ » Annez Porh-Ker »
(Diazezadur foran meret get Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun)
4 straed Hent Gwir
B.P. 5
56330 PLEUWIGNER.
Pellgomz : 02 97 24 98 98
Pelleiler : 02 97 24 98 81
Postel : ccas@pluvigner.fr
Edan tregont munut diouzh an Oriant, Gwened, Pondi, hag edan dek munut diouzh an Alre emañ an Annez PORH-KER e Pleuwigner. Emañ en ul liorzh tost da 10 000 m², e kreiz kêr, tost d’ar stalioù, d’al levraoueg ha d’ar greizenn liesvedia, d’an Iliz. Savet eo bet àr 6 live, zo pemp anezhe liveoù anneziñ, ha get 10 ti T2 hiniennel ouzhpenn, get pep a liorzhig prevez.
En Annez eh eus 34 T1, 39 T1 bis, 2T2 ha 3 c’hambr get daou wele.
Àr bep live eh eus ul « lec’h beviñ », ennañ ar ranndioù hag ur c’horn saloñs. Pep hini a c’hell degas gloestroù a-barzh e ranndi hag e ginkliñ evel ma kar.
Ar salioù-dour hiniennel zo diouzh ar reoladoù surentez : alarm, barrennoù em harpiñ, gloestroù emwalc’hiñ azasaet.
Pep hini ag al lojerisoù zo aveet ouzhpenn get ur galv ouzh penn gwele an hini klañv, lugelloù skinwel, hi-fi, pellgomz hiniennel.
Liammet eo an estajoù get ur saverez ha diri. Diogelet eo digoradur ar saverez get ur radar diskoachañ.
El lodenn voutin e kaver :
- Ur sal-debriñ, rannet get speurennoù, en-dro d’un adkegin greiz ma vez servijet an asiedadoù;
- Ur saloñs skinwel get ur chadenn hifi;
- Korn an oaled;
- Salioù buhez kevredigezhel (dudi, c’hoarioù, obererezh);
- Ur stal perukennerezh;
- Ur sal miret evit al lidoù relijiel;
- Salioù teknikel a bep seurt a dalv evit mont en-dro an ti : kegin, kanndi, klañvdi…
Ar ranndioù :
T1 : etre 22 ha 25 m²
T1 bis : 35 m² get ur c’horn evit keginiñ.
T2 : 50 m²
Ar prederioù :
Get an Annez e vez degemeret tud en oad, ouzhpenn 60 vlez, gren pe hanter gren, get ma vint emren.
Dibab a c’hellont o medisin, o c’hlañvdiour, o leuñvour… Labourat a ra ar re-se en o frankiz.
Àr al lec’h adklañvdiourion a c’hell degas o skoazell prederiañ.
An dud a baouez a vout emren e-pad m’emaint eno a glasker miret en Annez, kement ha ma c’heller. Er pleg-se e vez skoazellet an adklañvdiourezed get ur strollad eilerion buhez da ambroug an den kozh.
Ur perukenner, ur genedourez… a c’hell dont àr goulenn an Annezad.
An dudi :
Un animatourez a sikour get buhez kevredigezhel ha sevenadurel an Annezidi (abadennoù a bep seurt, baleadennoù, lidoù deiz-ha-blez, atalier memor…).
Ar priz :
Goulenn ouzhimp. Edan gevrat emañ an ti ha gellout a reer endevout an APL(skorenn evit al lojeiz), an APA (skorenn emrenerezh hiniennel) hag an ASH (skoazell sokial evit ar bod). Priz an devezh a dalvez da jediñ ar fakturenn viziek.
Servij skoazell er gêr
Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (K.O.S.G.)
Bod-Lojiñ Porh-Ker
4, straed Hent Gwir
BP 556330 Pleuwigner
Tud nammet, tud yaouank, tud àr o leve, ne vern petra eo o oad, dober ho pez a vout skoazellet en ho puhez pemdeziek, gwezhavez pe a-hed ar blez 24e/24e, 7 deiz diàr 7, hrevez hoc’h ezhommoù K.O.S.G. a ginnig diskoulmoù deoc’h ha digor e vez he dorioù.
D’al lun, d’ar meurzh, d’ar yaou ha d’ar gwener a 8e30 da 12e00 hag a 13e30 da 17e00 Serret e vez d’ar merc’her a-hed an devezh
Mar fall deoc’h gouiet hiroc’h, ha hep bout staget get netra,
N’hoc’h eus nemet gervel ar 02.97.24.98.98
Plr : 02.97.24.98.88